Stummioù tregeriek implijet ’n em danevelloù.
Stummioù implijet ganin | Stummioù peurunvan rik |
---|---|
Kemmadur D>Z ebet | |
achu | echu |
arri, arriet | erru, erruout |
'ba | e-barzh (araogenn) |
bederet | pedervet |
bevaret | pevarvet |
bempet | pempvet |
'bu | dre (diwar hebiou) |
dac'h | deoc'h |
deiret | teirvet |
derc'hen, derc'het | delc'her, dalc'het |
dimp | deomp |
deus (stummioù displeget : diouin, diouit, diontañ, dionti, diouimp, diouac'h, dionte) | eus, ouzh, diouzh |
dishañval | disheñvel |
diskouel, diskouezet | diskouez, diskouezet |
dorejoù, an norejoù | dorioù, an norioù |
driet | trivet |
etrenek | etrezek |
evelton, eveltout... | eveldon, eveldout... |
evurus | eürus |
ganac'h | ganeoc'h |
ganimp | ganeomp |
gerlinkat | herlinkat |
geuilh | heuliañ |
gleet | dleet |
goull, goullet, n'houllan ket | goulenn, goulennet, ne c'houlennan ket |
grez | gra |
guchal | huchal |
hañval | heñvel |
'hat | avat |
herie | hiziv |
hom | hon, hor, hol |
i | int |
jechañ | sachañ |
-joù, -choù | -doù, toù (liester) |
kammad, kammajoù | kammed, kammedoù |
kar | rak |
kez | kae |
kle a ran | dle a ran |
lakat, laket | lakaat, lakaet |
lampat | lammat |
mac'hat | moarvat |
'merton, 'mertout... | nemedon, nemedout... |
'met | nemet |
min | maen |
nim | ni |
norejoù (an –) | an dorioù |
renket | ranket |
sklabez | stlabez |
son | seniñ |
u, uoù | vi, vioù |
ustoc'h | estroc'h |
Bezañ :
– Amzer dremenet, stumm boaz : e vijen, e vijes... (peurunvan : e vezen, e vezes...)
Kaout :
– Amzer vremañ : 'meus, 'teus, 'neus, 'deus, 'meump, 'peus, 'neuint / 'deuint
– Amzer dremenet : 'ma, 'ta / 'tea, 'na / 'nea, 'da / 'dea, 'mamp, 'pa, 'naint / 'neaint / 'daint / 'deaint
– Amzer da dont : 'mo, 'to, 'no, 'do, 'momp, 'po, 'nont
Ha kement zo...