Me zo ’vont da gontañ dac’h istor Yann hag e azen.
Yann ’oa labourer-douar, met ’oa ket gwall binvik. ’Na ket ’met un park bihan, ha c’hoazh ’oa pell ’walc’h deus e di. Ha evit labourat ar park-se ’na ket ’met un azen kozh. Yann-se ’oa drouk ’walc’h, ha ’blije ket kaer d’e amezeien ’n em gavout gantañ, kar ’n umor fall ’vije ordin ha ’gaozee rust d’an dud.
Un deiz ’na ezhomm Yann da gas teil d’e bark. Neuze ’na laket teil ’ba daou sac’h ha goude ’na karget an daou sac’h-se war gein e azen. Hag i o-daou da vont ’n o roud.
’Kreiz-etre ti Yann hag e bark ’oa ur groaz, ur c’halvar, gant marchennoù en traoñ, teir marchenn pe evel-se. Ha pa oa arri Yann hag e azen ’kichen ar groaz ’deaint gwelet ’oa ur plac’h kozh ’n he c’hoazez war ar marchennoù. Yann ’na ket lavaret mann ebet dezhi, peogwir ’lâre ket boñjour d’an dud james.
Met ar plac’h kozh ’oa krog da gaozeal dezhañ : « Neuze Yann, ’kas teil da’z park out ? » « Se ’sell ket ac’hanoc’h, kozh ribot » ’na respontet Yann. « Oc’hola, eme ar plac’h kozh, n’out ket gwall boli ’hat. Neuze ’h an da lavaret un dra bennaket dit : gwel a ran ac’hanout, emezi, ’chom war da wele ’pad bloaz. » « ’Meus ket ezhomm da glevet ho kozh kaozioù » ’na respontet Yann, ha ’na derc’het da vont gant e hent.
Met pa oa arri dirak e bark, just dirak an toull-karr, n’houlle ket an azen mont war-raok ken. Penn-kalet eo al loened-se, koua. Ha Yann da gomañs skeiñ pezhioù taolioù bazh war gein an azen da lakat anezhañ d’antren ’ba ar park. Met an azen n’houlle ket fiñval, ha ’greiz-tout ’na darc’het ur pezh taol gwink gant gar Yann. Ha torret gar Yann, torret libr, ken ’vije gwelet an askorn ’tont ’maez.
Ha Yann neuze n’halle ket kerzhet ken, n’halle ket retorn d’ar gêr na mann ebet. Evuruzamant ’oa tremenet ul labourer-douar all gant ur gazeg ha ur wetur, ha pa ’na gwelet Yann evel-se ’na kaset anezhañ d’e di, ha ’oa bet ’kerc’hat ar medesin war e dro.
Met Yann goude-se ’oa bet pell ’tont ’barzh, peogwir ’oa chomet ’pad bloaz war e wele. Se zo hir hañ. Ha goude ar bloavezh-se ’oa kat da gerzhet ha da labourat en-dro. Ha d’ar c’houlz-se neuze ’na ezhomm da gas teil d’e bark adarre. Neuze ’na laket teil ’ba daou sac’h ha goude ’na karget an daou sac’h war gein e azen, ha ’oa aet ’n e roud gant e azen.
Met pa oa arri ’kichen ar groaz ’na gwelet ’oa ar plac’h kozh ’n he c’hoazez war ar marchennoù adarre. Ha ar plac’h kozh ’da goullet gantañ : « Neuze Yann, ’kas teil da’z park out ? » Yann ’oa prest da gas anezhi da vale evel ’na graet ar wech kentañ, met goude ’na soñjet : « Oh, ar wech diwezhañ ’da lavaret ar plac’h kozh-se penaos ’vijen chomet war ma gwele ’pad bloaz, ha ’ma graet. Moarvat ’h eo ur sorserez, ha gwelloc’h ’h eo din nompas fachañ anezhi. Met marteze ’c’hallan goull traoù ganti. »
Neuze ’na lavaret dezhi : « Ya ya, ’kas teil da’m fark on, ezhomm zo. Met heu... c’hwi zo ur sorserez ’meus aon, emezañ. Marteze ’vefec’h kat da lavaret din pegoulz ’varvin ? » « Hañ daon ya ’hat, eme ar plac’h kozh, marteze ’h on kat da lavaret dit pegoulz ’varvi. Met sur out, emezi, ’teus c’hoant da glevet se ? N’eo ket un dra aezet da glevet ordin. » « Ya ya, sur on » emezañ.
« Selaou mat neuze, Yann, emezi, ’h an da lavaret dit pegoulz ’varvi : mervel ’ri pa ’to klevet da azen ’vrommat teir gwech. » « Mervel ’rin pa ’mo klevet ma azen ’vrommat teir gwech ? Petra ’h eo ar c’hozh kaozioù-se adarre ? Oh, gwel ’ran, ’foutañ goap diwin oc’h. C’hwi n’oc’h ket ur sorserez, emezañ, c’hwi n’oc’h ket ’met ur c’henaouegez ha ’oaret ket kontañ ’met flugez ha garzajoù ! » Ha Yann da derc’hen gant e hent, ur c’horvad droug ’n ennañ.
Met ur pennad bihan goude, ’greiz kerzhet war an hent, ’na klevet e azen ’laosken ur pezh bromm, brrroup ! Neuze ’oa krog da vezañ nec’het peogwir ’soñje ’ba ar pezh ’da lavaret ar plac’h kozh dezhañ. Ha prest goude ’na klevet an azen ’laosken ur bromm all, un kreñvoc’h c’hoazh, BRRROUP !
Neuze ’oa prest da drelatiñ. « Daon ’vo m’ine, emezañ, ’vanka ket din laosken al loen gast-se da vrommat ur wech c’hoazh. » Ha ’na sellet en-dro dezhañ ha ’na gwelet ur vuchenn goad war bord an hent. Petra ’na graet neuze, ’met kemer ar vuchenn ha boutañ anezhi ’ba toull revr an azen, zioup. « Evel-se, emezañ, ’vi ket kat da vrommat ken bepred. »
Ya, met ar paourkaezh loen ’na ezhomm da vrommat, te ! Goude ul lajad ’na poan ’n e vouzelloù, abominabl, ha ’oa arri c’hwezhet e gof ken ken ’oa, ken ’na poan ’kerzhet. Ha ’greiz-tout, PA ! ’na laosket gwashañ bromm zo bet klevet biskoazh, ken ’oa darc’het ar vuchenn ’maez e doull ’n un taol, ha ar vuchenn ’oa aet da skeiñ gant penn Yann. Ha torret askorn e c’houzoug, ha kouezhet ar paotr war an douar, marv-mik !
Ha an deiz war-lerc’h ’oa interet, met ’oa ket deuet kalz ’dud d’an interamant. Ar plac’h kozh, ar sorserez, ’oa deuet bepred, ha ’da lavaret dirak an arched : « ’H an da lavaret un dra diwezhañ dit, Yann : ma ’tije stouvet da skouarnioù, ’lec’h stouvañ toull da azen, ’tije ket klevet anezhañ ’vrommat ha ’vijes bev c’hoazh. ’Wechoù ’vez gwelloc’h laosken an traoù da dremen hep reiñ re a fed dezhe, kentoc’h evit esa ampich anezhe ! »
Ha sell aze an istor.
Riwal Georgelin, 2021-12, CC-BY-SA
Laket e brezhoneg hag astennet diwar ur gontadenn dastumet gant Paul Sébillot e Breizh-Uhel