Ur goude-merenn e mirdi ar C’halaksienn

– Tostait ! Tostait ! Arri mat oc’h e-barzh mirdi Arzoù ha Micherioù ar C’halaksienn. Deuit dre amañ, ’h an da gemer ho pilhejoù hag evel-se e c’hallfomp kregiñ gant ar weladenn. Ha n’ankouait ket lakat ho troer-yezh hollvedel war ar ganol vat, anez da se ne gomprenfet ket ac’hanon, ar pezh a vefe domaj. Ha ha ha !

E-mesk an dud dastumet en-dro d’an heñcher ne c’hoarzh hini ebet, kar an darn vrasañ dionte ’neuint ket laket c’hoazh o zroer-yezh hollvedel war ar ganol vat, hag ar reoù all ne gavont ket fentus ar farsadenn. Pep hini anezhe bepred a dremen dirak an heñcher hag astenn a reont o dorn – pe an organ a dalv da dorn dezhe – evit reiñ o bilhed dezhañ. Evel bemdez zo deuet herie boudoù deus peder brec’h ar C’halaksienn da vizitañ ar mirdi, kar brudet-bras eo en Hollved, hag ouzhpenn danvez ur sell zo ’n ennañ. Er strollad gweladennerien zo ur c’houblad deus ar blanedenn TOI 700 d, ruz-mouk o c’hroc’hen ha tastornelloù war o zal ; ur vandennad kamaradoù deus Kasiope o veajiñ en ur c’hoari biz-meud war vord Hent-sant-Jakez ; ur familh Venuzianed ; un den deus Koumoulenn vihan Magellan, a-stumm gant ur gokichenn-velc’hwed blevennek, hag a laosk ur meskaj rukunus a vabouz hag a vlev war e lerc’h ; e-barzh un lestr-dour uhel war rojoù tredan, ur bankad pesked o neuial ha ’neuint ket ’met ur spered etreze tout ; hag un toullad tud all, a bep sort liv, stumm ha ment.

– Mat ! Barrek omp neuze. Da gomañs ’h an da lavaret deoc’h piv on. Aogust Danteg-2πR zo dirak ho taoulagad – pe dirak hoc’h eizhlagad, aotronez Kasiopeaned hag itronezed Kasiopeanezed –, rener ha pennvirour ar mirdi-mañ. Un human on, bet ganet war ar blanedenn Douar, deus Koskoriad an Heol. ’Peus ket ezhomm da glask ar blanedenn-se war gartennoù an Hollved, pell-pell zo n’eus ket dionti ken. Evel-se emañ kont ha d’ar bed all e vo ret mont ! Diazezet ’ma mirdi Arzoù ha Micherioù ar C’halaksienn daou-ugent vloaz zo, hag abaoe an deiz-se ’meus derc’het da binvidikaat an dastumajoù. Petra oc’h o vont da welet ’n em zi neuze ? Mekanikoù, ostilhoù ha binvioù a-leizh, deuet deus pep korn deus ar C’halaksienn – ha deus pelloc’h memes –, ha deus pep koulz deus an amzer. Ur sell eo war ijin ha labour tout sevenadurezhioù an Egor, un testeni deus ar c’havadennoù skiantel ha deus an araokadurioù teknikel graet evit mad an holl : traezoù soñjet ha savet gant sperejoù uhel evit gwellaat buhez an dud ha bravaat kement bed annezet zo en Hollved. Ac’hanta ! Da gentañ ’h amp da welet sal an armoù. Deuit war ma lerc’h.

Hag i da gerzhet, da ruilhal pe da ruzañ daheulañ neuze, da vont da welet bombezennoù kat da distrujañ koskoriad ur steredenn en un taol, pistolennoù evit sklabezañ atomoù un den, fuzuilhoù kwantek evit (nompas) lazhañ kizhier, un dapetenn dredan 1 000 teravolt evit frikañ kelien ar blanedenn Kepler-69 c – bras ha kreñv eo ar c’helien-se, evel ’h ouzoc’h…
– Pelec’h emañ ar sabrennoù-laser ? a c’houll ar Venuzianez vihan.
– Eh eh, plac’h kaezh, eme ar rener, te ’teus sellet re deus an tele, ’meus aon. Ar sabrennoù-laser n’eus ket dionte.
Hag eñ da displegañ d’ar plac’h vihan petra zo kaoz n’eo ket posupl ober sabrennoù-laser, gant forzh munudoù, koulz teorikel evel teknikel, ken ’h eo krog an dud all da gavout hir o amzer, ar pezh zo kazus a-walc’h, kar Magellaniz a ra klogor babouz e-lec’h barailhat pa vezont enoet.

Brav eo dezhe neuze pa c’hallont derc’hen gant o bizitadenn ha mont da esklammiñ dirak ar marzhoù hep kont ebet zo er rigennad salioù da-heul. E-barzh sal an azezennoù e welont kadorioù ha skaonoù a-vil-vern ; eno e kavfe an nen peadra da lakat dindan e revr, n’eus forzh peseurt ment pe stumm e vefe, n’eus forzh pet feskenn ’nefe – gant respet deoc’h. A-us d’o fennoù, stag deus an terrest, zo ur c’hanape evit ar c’helien-ramz deus ar blanedenn Kepler-69 c – hag a blij dezhe bezañ en o jeu evit sellet deus Netflyx, evel a oar an holl. En ur sal all pelloc’h e chom an akwariomad pesked da arvestiñ deus bizhier-pesketa gant kameraioù isruz ha higennoù tarzhus.
– Nim/me bloup-bloup c’hoant gouzout bloup-bloup an traoù-se bloup-bloup petra, emeze/emezañ.
– Ahem… An traoù-se n’int ket ken interesant-se, a respont ar rener. Deomp kentoc’h da welet un dra all.

Ha da vont da diskouel dezhañ ur boubellenn ha zo un toull-du bihan ’n enni. Pa vez laket un tamm paper e-barzh, pe plusk legumaj, pe n’eus forzh peseurt loustoni, e vezont lonket penn-da-benn gant an toull-du, ha ne chom roud ebet dionte goude. Evel-se n’eus ket ezhomm da c’houllonderiñ ar boubellenn gwech ebet.
– Komod, n’eo ket ?
– Ya, met neuze, pelec’h ’h a an traoù ? eme an TOI-700-d-adez, a oa o selaou ivez. Marteze ’h eont er-maez en tu all deus an toull-preñv ?
– Se, n’eo ket prouet ha n’eo ket ma afer. Bepred e c’hallan difoarañ deus al lastez, ha mat ar jeu pell zo.

Arri int bremañ e-barzh sal an trañsporchoù. Peadra zo da vamañ c’hoazh : un oto-nij ha ne daol tamm saotradur ebet – hervez an embregerezh hag a sav anezhe bepred – ; ur marc’h-tan Harley-Davidson kat da dreuziñ ar mogerioù ; e-pign deus an terrest, un druilhad maketennoù deus egorlistri a bep sort : Vostok 3KA, Apollo CSM, Discovery One, USS Enterprise, Blackbird X-Jet… E-kreiz ar sal zo un dra gwenn-sign, a-stumm gant un u hag a-vent gant un den – brasoc’h neuze evit uoù kelien-ramz ar blanedenn Kepler-69 c, ha zo bras a-walc’h evel-just, met pas kement-se ivez.
– Evit displegañ deoc’h petra ’h eo ar mekanik-mañ, eme an aotrou Danteg-2πR en ur vont etrenek dezhañ, ’meus ezhomm sikour gant unan ac’hanoc’h. Piv a vefe kontant da c’hoari ar gozig ?
– Me, me ! eme ar Venuzianez yaouank.
– Mat-kaer, plac’h ! Gouzout a ouien e c’hallen kontañ warnout. Peseurt anv ’teus ?
– Fosfin, aotrou. Petra ’meus d’ober ?
– Ac’hanta, Josfin…
– Fosfin, aotrou, Fosfin !
– Ya, Josfin, klevet ’ma ar wech kentañ. Evit bremañ ’teus ket mann ebet d’ober ’met gortoz un tamm bihan…

D’ar c’houlz-se e ro fed an dud zo un u all just e-kichen an u kentañ, hañval-bev diontañ. Ar momed a-raok ne oa ket aze, ha bremañ emañ aze, hag-eñ ’neuint ket bet amzer ar weladennerien d’ober ur wilc’hadenn. Ne lammont lagad ebet diwarnañ, o klask kompren petra zo a-baouez tremen, pa deu garanadurioù war an u nevez-arriet, hag e tigor al lodenn grec’h diontañ, evel ma vefe un evn bihan o tiflukañ. Ma oa estonet an dud a-raok ’h int sebedennet-krenn bremañ. Kar piv zo e-barzh an u, en he c’hoazez war ur skabell du ? Ar Venuzianez vihan hec’h-unan, ha zo o sellet dionte en ur vinc’hoarzhin ! Ha koulskoude emañ-hi e-mesk ar strollad ivez, he genoù ganti war c’hwec’h eur hanter evel ar reoù all. Div Fosfin zo, hag an dud a bar o selloù warne o-div a bep eil, evel kollet o intentamant gante tout.
– Bloup-bloup, eme an akwariomad pesked.
– Ur mekanik da veajiñ en amzer eo ! eme an heñcher, berv ’n ennañ. Deuet eo hom c’hamaradez yaouank deus an amzer da dont ! Ha bremañ ’h an da gas anezhi – an hini gentañ dionte, koura – en amzer dremenet. Deus ganin, mar plij, na gollomp ket amzer.

Digor a ra an u – an hini a oa aze da gentañ ivez, geuilh a rit ? – en ur skoata war e lein, ha sikour a ra ar Venuzianez « kentañ » da grapat e-barzh ha d’azezañ war ar skabell du. Goude-se e wask war boutonoù ha zo en-dro d’ar skabell hag a ra bip-bip. Hag an u da serriñ neuze, ha ’defe ket bet amzer ar weladennerien da lavaret chou d’ar c’helien-ramz deus ar blanedenn Kepler-69 c ma ne welont ket anezhañ ken. N’emañ ket aze ken !
– Neuze, Josfin, brav eo bet da veaj en amzer ? a c’houll ar rener d’ar plac’h vihan en ur reiñ dorn dezhi da diskenn deus an u all. N’eo ket bemdez e vez graet troioù ar sort-se !

Goude bezañ adserret an u e tro an aotrou Danteg-2πR da-gae ar sellerien en ur lakat e dorn war an ijinenn wenn.
– Hemañ neuze zo ur mekanik da veajiñ en amzer. Savet e oa bet gant skiantourien ar blanedenn HD 188753 Ab. Siwazh, n’eus ket deus ar sevenadurezh uhel-se ken – peogwir ’h eo gante ivez e oa bet iñvañtet ar vombezenn kat da distrujañ koskoriad ur steredenn en un taol –, ha kollet eo bet teknologiezh ar beajoù en amzer. Ne chom ket ’met ar mekanik-mañ ken, ha c’hoazh ’h eo hanter-diskarget e vatiri. Trawalc’h a energiezh zo d’ober lampoù bihan evel-se, ur vunutenn en amzer dremenet, met ne vanka ket ober ul lamm hiroc’h, kar brasoc’h-se e vez al lamm, muioc’h-se a energiezh e vez devet, eksponantel eo. Se zo kaoz ’ma preset ac’hanout un tamm bihan bremañ-souden, Josfin gaezh. N’out ket fachet ?
N’eo ket fachet ar Venuzianez vihan, na n’eo ! Soñj deoc’h, n’eo ket n’eus forzh piv a c’hall lavaret ’neus beajet en amzer, na pe posupl ne vefe ket ’met ur vunutenn a-souz-dreñv, ha selloù avius a daol tud all deus ar strollad dezhi.

– Ha bremañ, aotronez hag itronezed, deomp pelloc’h. ’H it da welet priziusañ tra zo e-barzh ar mirdi-mañ, ha memes en Hollved marteze, un dra ’peus ket bet gwelet biskoazh, ha zo bet sellet ha studiet gant akwitañ skiantourien ar C’halaksienn hep gallout gouzout gant piv na pelec’h e oa bet graet. Ne lavarin ket deoc’h pegement e oa koustet d’ar mirdi – peogwir ne oarit ket kontañ betek ar poent-se –, met sur on deoc’h e talve ar boan, kar tout ar marzhoù dastumet en ti-mañ n’int ’met fardaj ha disterajoù en e gichen. A-drugarez dezhañ ’neus ma mirdi brud betek toulloù distroañ an Egor, ha klevet ’meus lavaret zoken ’h eo bet savet ur relijion diwarnañ gant kelien-ramz ar blanedenn Kepler-69 c. Met ’meus ket ezhomm da lavaret hiroc’h deoc’h, peogwir oc’h deuet amañ, c’hwi ivez, abalamour da welet anezhañ. Itronezed hag aotronez, an N’onn-Ket-Petra !

Aze emañ, en e bres-gwer, dirak o daoulagad – pe o eizhlagad – paret warnañ. An N’onn-Ket-Petra ! Penaos e c’hallfen deskrivañ anezhañ deoc’h, lennerezed ha lennerien gaezh ? N’eus ger ebet e-barzh kement yezh anavezet zo hag a c’hallfe lavaret e liv, ha n’oufe ket an nen komz deus e stumm hep sac’hañ. Poan a vefe zoken o lavaret pe ’h eo bras pe ’h eo bihan. Ne denn tamm ebet da geometriezh an Hollved-mañ, ha pep hini en em sant mezvezennet en e greiz o sellet diontañ, ha mann ’met o soñjal ’n ennañ memes.
– An N’onn-Ket-Petra, tudoù kaezh ! Biskoazh misteriusoc’h ! An dra ’mertañ a c’haller lavaret diwar e benn ’h eo pegoulz e oa bet graet. Derc’hit mat ho krog neuze, kar graet e oa bet an N’onn-Ket-Petra A-RAOK AR BIG BANG. Ya, klevet mat ’peus. Diaes eo da grediñ, ha koulskoude ’h eo akord an holl spesialisted goude enklaskoù hag enklaskoù : n’eus ket ezhomm da glask tro da diverrañ, koshoc’h eo evit ar Big Bang, hag un tamm mat ivez, zo kaeroc’h. Da c’houzout eo penaos eo deuet betek dimp, met bremañ zo lorc’h ’n ennon peogwir emañ e-barzh dastumad mirdi Arzoù ha Micherioù ar C’halaksienn. Kemerit hoc’h amzer da sellet diontañ neuze.

Evel sordet eo ar viziterien, n’hallont ket distagañ o n-lagad deus an N’onn-Ket-Petra. A-greiz-holl koulskoude ’h eo sachet evezh Fosfin gant un dra bennaket all e-barzh ar pres-gwer.
– Aotrou Danteg-2πR ! Drol eo, gwel a ran amprevaned o tournijal en-dro d’an N’onn-Ket-Petra. Petra ’h int ? Petra zo kaoz emaint aze ?

Marteze, lennerien ha lennerezed, ’peus divinet petra ’h eo an amprevaned-nij-se, gant an aketus oc’h ?… Neuze e c’hallan lavaret deoc’h oc’h manket :
– Ar re-se, a respont ar rener, zo gwesped-laser deus ar blanedenn Dimidium. Ken prizius eo an N’onn-Ket-Petra ken ’ma ezhomm ur sistem surentez na c’haller ket torriñ. Bet on o kerc’hat al loened-se neuze, ha zo gwellañ gwarded zo. Dañjurus int ken ken ’h int, ha tagus ha ferv, ha ne vankfe ket d’unan ac’hanoc’h esa digoriñ ar pres-gwer-mañ, kar mont a rafe ar gwesped dezhañ diouzhtu, ha graet e vefe e stal dezhañ a-daolioù laser. Ne vefe ket brav da welet, me a lavar deoc’h, ne vanfe ket diontañ ’met ur bern bihan a gig malet poazh. Nann, gant kamaradezed ar sort-se, n’eo ket arc’hoazh e vo laeret an N’onn-Ket-Petra din, nag an deiz war-lerc’h, na kant vloaz goude. ’Meus ket ezhomm d’ober gwad fall, dinec’h ha dibreder e c’hallan bezañ.

Goude sal an N’onn-Ket-Petra ’h eo achu ar weladenn. Ne chom ket d’ar viziterien ’met mont da daol ur sell e-barzh stal-werzhañ ar mirdi, lec’h e c’haller prenañ marc’had-mat – pe dost – levrioù skeudennet-kaer, ticheurtoù gant logo ar mirdi, statuennoù dastum-poultr da brofañ, munuterioù a-stumm gant ar mekanik da veajiñ en amzer, ha me a oar petra c’hoazh. Goude bezañ c’hoariet an dro d’ar stal div pe deir gwech e tosta an TOI-700-d-adez d’ar rener, ha zo d’ar c’houlz-se o heuilh ar gokichenn-velc’hwed vagellanat, hep gouzout dezhi, evit torchañ dre laer kement tra hag a vez touchet ganti.
– Iskuzit ac’hanon, aotrou Lagadeg-πR², c’hoant ’mefe da gas ur gartenn-bost gant ar Petra-Din-Me da’m mamm-iou-gozh, met kaer ’meus klask, ne welan hini ebet. Pelec’h emaint ?
– Maluruzamant, itron, n’eus ket dionte. N’eo ket posupl tennañ fotoioù deus an N’onn-Ket-Petra, peogwir ’h eo spesial ar fotonoù taolet gantañ. O spin, ma karit, zo dishañval d…
– Ah, mat eo, emezi, n’eo ket gwall afer, ’h an da gemer un dra all.

Hag an TOI-700-d-adez da hastañ buan mont larkoc’h, kuit da chom da selaou displegadennoù skiantel hag arabadus. Derc’h a ra an dud da glask « lod ar pardon » da gas d’o c’herent ha d’o c’hamaradoù, pa vez klevet ur vouezh o tregerniñ :
– Ma ! Biskoazh bloup-bloup kement-all !

Divinet ’peus piv zo a-baouez kaozeal ? Ar wech-mañ emañ ar wirionez ganeoc’h, ha treiñ a ra an holl o selloù war an akwariomad pesked. En e gichen en em gav an u da veajiñ en amzer, difluket a-sav-taol deus neblec’h, ha krog eo da digoriñ. Ha piv zo e-barzh ? Rener ar mirdi e-unan, hag ur penn fachet dezhañ. N’eo ket peurdigoret an u ma lamm hemañ er-maez, hag e red etrenek unan deus ar viziterien, ur paotr deus n’onn ket pelec’h – ya, arri on skuizh o klask anvioù planedennoù –, gwisket e du, ha ’na lavaret mann ebet abaoe penn kentañ ar weladenn.
– Ha ha, a c’hoarzh unan deus ar Gasiopeaned – krediñ a ra dezhañ ’h eo un animasion all deus ar weladenn.

Kregiñ a ra rener ar mirdi e kolier paotr e dilhad du hag e tarc’h anezhañ deus ar voger.
– Laer ! Loen brein ! Kozh hini ! Laer ! Laer !
– Petra ar c’hurun ? eme ar rener – an hini a oa o werzhañ traoù d’an dud, pas an hini nevez-arriet gant an u, mat e vefe deoc’h bezañ gant se un tamm bihan ivez. Petra ar c’hurun ? emezañ neuze. Piv oc’h-c’hwi ?
– Te ’h on, Aogust, deuet deus an amzer da dont evit ampich ar poezon-mañ da laerezh an N’onn-Ket-Petra.
– Penaos ’ta ?
– Bremañ-souden, pa vo bet prenet o frofoù gant an dud ha pa vefont darev da vont a-raok, e raio sin unan deus ar gweladennerezed, ar plac’h gant ar robenn ruz, da gaout ur falladenn. Pa vefomp tout en-dro dezhi e profito hemañ evit sachañ e skasoù ha mont da torriñ ar pres-gwer lec’h emañ an N’onn-Ket-Petra ha da laerezh anezhañ !
– Gouzout a oarez n’eo ket posupl, Aogust, abalamour d’ar gwesped-laser. Lazhet e vefe en ur momed gante, ha ne vefe ket brav da welet, me a lavar dit.
– E-sell ’h eo da frikañ anezhe gant an dapetenn dredan 1 000 teravolt.
– Oooh, se zo fin ! Met penaos ’nefe gallet mont a-raok goude-se ?
– Gant ar marc’h-tan da dreuziñ ar mogerioù, te !
– Oooh… Lavaret a rafe an nen e oa skrivet ar senario a-raok !
– Ya ’hat, met kavet ’neus louarnoc’h evitañ. ’Na ket soñjet zo ur mekanik da veajiñ en amzer er mirdi-mañ, ha me ’meus bet ar skiant d’implijout anezhañ ha da dont da harzañ anezhañ da seveniñ e dorfed. Ah, n’out ket ken faro ken, hañ, skraper an diaoul ? Fin eo paboriñ !
– Met, Aogust, pehini ’h eo ar plac’h a oa o vont da gaout ur falladenn ?
– Lavaret ’meus dit, Aogust, an hini gant ar robenn ruz.
– Ha pelec’h emañ honnezh, neuze ?

Krog int holl da sellet en-dro dezhe, met kaer ’neuint gouzougal ha dic’houzougal, ne welont na liv na skeud ebet deus ar robenn ruz na deus ar plac’h zo sañset bezañ ’n enni. Aze emaint tout, manet, o klask ur penn bennaket d’o neudenn, pa glevont un drouz vras a wer torret. Redek a reont betek sal an N’onn-Ket-Petra, an daou rener Aogust dirak ha paotr e dilhad du war-lerc’h ha war e drankilite. Eno ’h eo difindaonet ar pres, tammoù gwer zo dre-holl war al leur, hag e-mesk an tammoù gwer emañ ar gwesped-laser, friket, hag an dapetenn dredan 1 000 teravolt. Unan deus ar gwesped zo hanter-vev c’hoazh, met goude bezañ graet ur fraoñvadenn wan ha taolet ur bann laser diwezhañ e paouez da fiñval. ’Neuint ket amzer da divatorelliñ ma klevont ur vrammadenn vras o tont deus ur pezh all ha ma welont plac’h he robenn ruz oc’h arriout gant ar foeltr war an Harley-Davidson, an N’onn-Ket-Petra dindan he c’hazel. Pa dremen-hi e-kichen ar strollad e lamm paotr e abid du adreki war ar marc’h-tan, ha goude-se e reont tizh a-benn d’ar voger… hag e treuzont anezhi. Aet kuit, ha ne chom ket ’met ur goumoulenn voged war o lerc’h. Den ’neus gallet rannañ grik nag ober an disterañ jestr.

Ur pennad goude ’h eo goullo ar mirdi. Kemeret ’neuint ar vakañserien o fuzeenn-voutin evit derc’hen gant o zroiad. Stad bras zo ’n enne ha derc’h a refont pell soñj deus o devezh. Hast ’neus Fosfin vihan da retorn d’ar skol goude ar vakañsoù, n’eo ket c’hwi a lavar ! Ne bad ket gant ar c’hoant da gontañ he bizitadenn e-barzh mirdi Arzoù ha Micherioù ar C’halaksienn d’he c’hamaradoù ha d’he c’hamaradezed. Ur veaj en amzer ’deus graet, pichoñch ! Pegen jalous e vefont ! En em gav a ra an daou Aogust o-unan, en o c’hoazez war gadorioù e-barzh sal ar c’hadorioù, ur c’hofad desped gante ha hir o fri, n’eo ket un tamm bihan.

A-greiz-tout e sav unan anezhe en e sav – met ne lavarin ket deoc’h pe ’h eo an hini « kozh » pe ’h eo an hini « nevez », kar arri on kollet un tamm – hag e sko war e dal :
– Aogust ! Deuet zo ur soñj din !
– Ya, Aogust, peseurt soñj zo deuet dit ?
– Kemeromp an uoù evit retorn en amzer c’hoazh. Gall a reomp mont hom-daou, pa zo daou u bremañ. Evel-se e vefomp kat, te ha me, da harzañ paotr e dilhad du ha plac’h e robenn ruz war ar memes tro.
– Oooh, se zo un ide vat, Aogust ! Te zo skiant dit ’hat. Deomp d’ober o jeu d’an daou laer.

Hag i da c’halompat betek an daou vekanik da veajiñ en amzer, da lakat anezhe kichen-ha-kichen, ha da vont pep hini en e goazez e-barzh unan deus an uoù. Met kaer ’neuint gwaskañ war ar boutonoù hag adlañsañ programmoù diabarzh ar mekanikoù, ne fiñvont ket, nag en amzer, nag er spas.
– Me a gav din ’h int diskarget, Aogust, diskarget-libr. Drol eo, memes tra. ’Teus ket graet ul lamm ken hir-se, geus ? Deus pegeit en amzer da dont ’h out deuet ? Ur c’hardeur ? Ugent munutenn d’ar muiañ ?
– Hem… Un tamm bihan muioc’h, Aogust. N’eo ket deuet diouzhtu din ar soñj d’implijout ar mekanik da veajiñ en amzer…
– Ah ? Pegeit neuze ?
– Ahem… En gwirionez ’mo ket ar skiant d’ober se ’met a-benn pemzektez amañ.
– Pemzektez ? Ul lamm pemzektez ’teus graet ? Fidambie, Aogust, ken gars-se ’h on… ’h out… ’h omp ? N’eo ket drol neuze ’h eo diskarget an uoù. Oh mizerere mei !
– E-lec’h kaozeal venuzianeg e vefe gwelloc’h dit displegañ din petra zo kaoz ’h int diskarget o-daou. N’eus ket ’met unan anezhe a-gement ’neus graet ul lamm hir en amzer. Petra zo kaoz ’h eo diskarget egile ? Aze zo un dra da gompren.
– Fidedoulle ’hat, arri out trelatet, ’meus aon. Poan ’meus o krediñ ’h out me. Ankouaet ’teus penaos e labour ar mekanikoù da veajiñ en amzer ? Ne gomprener ket tout, met memes tra n’emañ ket da c’houzout ganit ’h eo o batirioù un dibarder en egoramzer, ha pa ’n em gav div skwerenn deus ar memes mekanik er memes poent deus an amzer e vez intriket atomoù koñvekteurien ar batirioù : ma vez diskarget unan e vez diskarget egile ivez. ’Teus ket soñj deus teoriennoù Viktoria Planck-Einstein III ?

Viktoria Planck-Einstein III a oa ur geliedenn-ramz deus ar blanedenn Kepler-69 c, fizikourez ha matematikourez brudet, evel a c’haller lenn war ar Wikipedia keplernavhatriugentseeg.

– Geus, geus, evel-just. Poan ’meus o kouzantiñ ’h eo bet laeret an N’onn-Ket-Petra dimp, sell aze tout.

Chom a reont ur pennad hep kaozeal, o ribotat soñjoù ken teñval ha toull-du ar boubellenn.
– Petra ’h ez d’ober bremañ, Aogust ?
– Penaos ’ta, petra ’h an d’ober ?
– Feiz, n’hallomp ket bezañ daou rener er mirdi-mañ.
– Hop hop hop, gortoz, Aogust Daou ! Dousik dezhi ! Me ’h eo rener ar mirdi-mañ daou-ugent vloaz zo, e-kichen te n’out ket arri amañ ’met un hantereur zo. Han-se n’an ket da laosken ac’hanout da gemer ma flas ’hat. Trawalc’h a reuz ’teus graet ivez. Met ma kerez e c’hallan kemer ac’hanout evel paotr ar menaj.
– Hm… Ne oaran ket kaer. Divalo a-walc’h e vo ar gopr, a oaran a-walc’h.

Hag e sell gant rukun deus ar roudoù lufr laosket war leur ar mirdi gant ar boud deus Koumoulenn vihan Magellan.
– Petra a ri, paotr kaezh ? Start eo ar vuhez. Ha bremañ ’meus kollet an N’onn-Ket-Petra deus a-raok ar Big Bang. Hag ar marc’h-tan da dreuziñ ar mogerioù ivez.
– Ya, met daou vekanik da veajiñ en amzer zo.
– Daou vekanik da veajiñ en amzer, a lavaran-me ivez ! Daou vekanik diskarget, ya. N’eo ket gant ar re-se e c’hallfomp esklammiñ an dud. Petra a deuio ma mirdi da vezañ diwar vremañ, hanter-c’houllo ha labezet gant babouz magellanat ? Oh, siwazh gant ma c’halon !
– Mat eo, mat eo. War a gomprenan e vefe koulz din tapout krog e-barzh ur skubellenn ha stagañ ganti diouzhtu.
– Just, Aogust ! Ale, bec’h dezhi…

Riwal Georgelin, miz Meurzh 2021, CC-BY-NC-ND
Embannet e-barzh ar gazetenn Ya e pevar damm etre ar 16 a viz Ebrel hag ar 7 a viz Mae 2021