Sioulder ar bed

Dek eur nemet pemp
Ar gweneried a ro o mouezh da glevet en oabl kaouledet. Laosk a ran ar pouez-traoñ da gas ma zreid war-raok etre an daou gleuz etrenek ar saonenn. A bep tu din, derv, faou, kistin, brañskellet dousik gant aezhenn yaouank an hañv. Holl e juntont hag e luziont delioù o barroù hirañ gant reoù o c’hoarezed fas dezhe war ar c’hleuz all : a-us da’m fenn en em vlañson un doennad flouradennoù glas-don, met n’ampicha ket sklêrijenn an deiz da dremen evit-se. War ar c’hleuz em dorn kleiz e kouezh pluñvennoù heol, deuet d’ebatal gant ar bodoù fleur-an-hañv, fleur-ar-Werc’hez ha pour-brini nevez-dispaket. O c’hanaouenn sart, melen ha gwenn ha glas-mouk, a ra un tamm ambroug din bep e tiskennan gant an hent-don. Gwech ha gwech all e teu ur wezenn-onn da gemer perzh e flouradeg ar gwez. Betek ar raden ’neuint gwisket o glaz lufrañ ha tognet ’neuint an drez o fikoù.

Dek eur dek
« Neuze, o vale oc’h ? Tomm a-walc’h eo deoc’h ? Brav eo an amzer bepred. Feiz, a-hervez ne bado ket, han-se eo ret profitañ. Ha bremañ, gant an eur nevez, e vo deiz diwezhatoc’h a-raok e serro an noz. Met nosoc’h e vo deus ar beure ivez, ret eo lavaret. Me, feiz, a gav trist sevel pa vez damnoz c’hoazh. Hag e-kichen du-mañ n’eus ket a lampoù-straed. Añfin, evel-se emañ kont, petra a refet ! Oh met, krog eo an heol da gaout nerzh, ne gavit ket ? Fidambie, evuruzamant zo un aezhenn fresk. Ne vanka ket klemm memes tra. Brav eo adwelet an amzer gaer. Ret eo profitañ, koura. Ne oar ket an nen pegeit e pado. »

Ha bardi ha bardoù ha rañv rañv rañv.

Dek eur pemp warn-ugent
Degouezhet on war bord ar stêr. E-barzh skeud ur faouenn-but, ur bank maen-greun. Gwrizioù ar wezenn zo en em silet dindanañ evit mont da dreuziñ ar wenojenn ha da sellet a-dostoc’h deus ar rinier arc’hantet. E-kreiz an dour zo pezhioù rec’hell ront oc’h ober soubig ha c’hoarzhin a ra ar gas en ur gregiñ enne a-vriad a-raok derc’hen gant he galompadenn vibin. E-barzh plegoù ar ribl, lec’h e vez kompesoc’h barr an dour, ec’h apresevan kemenerien o ruzata lijer en-dro da vrankoù un halegenn, pleget a-us d’an ouf bihan evit distanañ begoù he bizied moan. Traoñoc’h ec’h astenn ur gerc’heiz he c’hammejoù war he zrankilite. Mat eo bet ar chase herie, ’meus aon, ha leun eo he c’hof. Memes tra, ma tichañs d’ur glesker berrboellik pe d’ur pesk yaouank en em gavout etre he zreid, n’eo ket fae a raio warne. Tostoc’h din zo ur roc’hell ha ’deus ket kredet mont da neuial asambles gant ar reoù all. Chomet eo war ar bord, abafet. ’Deus ket diwisket he dilhad trouskan zoken. War he c’hein, ur gokichenn-velc’hwed o vont gant he roud. Amzer zo.

Dek eur hanter
« Hopala ! Sell aze unan ha zo en e jeu bepred. N’oc’h ket re fall aze, da welet. Ma ! Ec’h an d’ober un tamm azez ivez, betek pa’c’h on. Feiz, marteze e vefe gwelloc’h din tremen hep taol ar born amañ war e c’henoù, abalamour da’m rumatisoù, kar yen a-walc’h eo ar maen, hañ, ha mouest un tamm, met ingal eo, amzer zo d’ober ur vlagadenn memes tra. Goude e terc’hin gant ma hent en-dro. Lavaret zo din mont d’aveliñ ma fenn. Ma merc’h-kaer an hini ’deus lavaret se din. “Vad a raio dit”, emezi, “dic’hourdañ da izili. Kemer da amzer bepred”, emezi. Ganti emañ ar wirionez ivez. Vad a ra din. Deuet on da dremen eizhtez e ti ma mab. E di eo a weler ahont pelloc’h. Gwel a rit ? An ti gant bolejoù glas. A-baouez ober labourioù ennañ emañ. Añfin, ober labourioù… Porc’hellat a vefe tostoc’h d’ar wirionez. »

Unnek eur nemet ugent
« Hag ar paper-moger, ma Doue ! Peget eo bet evel e kac’h ar saout en noz, gant respet deoc’h. Petra zo kaoz e oa aet d’ober tout an inglodoù-se hepon ivez ? “Ma karjes bezañ goullet sikour ganin”, emezon-me. “Me a oa kad d’ober se ma-unan”, emezañ. Daon ya moarvat, kad d’ober se e-unan, a lavaran-me ivez ! »

Hag ac’hann hag aleshont. Nijet kuit Marc’harid gouzoug-hir.

Unnek eur pemp
« N’ho pet ket aon, n’eo ket drouk. ’Neus ket c’hoant nemet da c’hoari. Dousik, Youki, deus amañ ! Youki ! Deus amañ ! »

Kreisteiz nemet kard
Arri on e-barzh kreiz-kêr en-dro. Leun eo an ostaleri. Bandennadoù mignoned, koñsorted labour, koublajoù. Tud o-unan ivez. Me zo e-barzh ar foñs, em c’hoazez deus un daol vihan ront, ur bannac’h dirakon. Lec’h on n’haller ket lavaret zo teñvalijenn met ne dap ket selloù an heol direkamant. Deiz ar marc’had eo herie hag ur mesk joaus zo en ostaleri. Brud. Titirin ar gwer hag an tasoù war pladenn ar vatezh. Kadorioù o wigourat. Huanadennoù ar perkolator, skuizh dija o labourat, hag-eñ ’neus ket graet nemet ur penn-devezh c’hoazh. C’hoarzhadegoù o tirollañ. Henn-mañ-henn a c’halv e gamaradez zo o tremen dirak toull an nor. Evañ a ran a-c’houzougadoù bihan, en ur sellet deus ar ru ’bu ar prenestr. Den ne sell diwin ’hat. Ankouaet ’neus ar bed ac’hanon. Amañ, e-kreiz ar garilhon, ’meus kavet ar sort a glasken. Peoc’h, a-benn ar fin.

Riwal Georgelin, miz Ebrel 2022, CC-BY-NC-ND
Skrivet evit kenstrivadeg danevelloù Ti ar vro Sant-Brieg (tem : Pourmenadenn ur v·breizhad·ez en h·e-unan)