Grizzly Bear zo ur meziant evit ober lec'hiennoù diwar ur c'horpus yezh : geriadur divyezhek, geriadur dre demoù, pennadoù...
Degemer
Evit kas ur postel dimp : webmaster@fidambie.net
Petra nevez ?
2025-02-07
Embannet eo Grizzly Bear war ar web !
Petra eo Grizzly Bear ?
Da gentañ-tout eo bet savet Grizzly Bear evit al lec'hienn web Brezhoneg Bro-Vear. Hennezh eo ar c'heflusker pe ar moteur a lak al lec'hienn-se da dont en-dro. Skrivet eo bet kod ar meziant e 2025, pa oa al lec'hienn BBV o vont war he dek vloaz. Ar c'hod kozh a oa arri leuriet un tamm ha poent e oa nevesaat anezhañ.
Betek hag ober eo bet savet en ur stumm a c'hallo bezañ implijet evit sevel lec'hiennoù all, pe e vefent war ar brezhoneg, pe war n'eus forzh peseurt yezh. Ar reoù 'nefe c'hoant da stummañ o c'horpus yezh ha da embann anezhañ war ar Web a c'hallo ober o mad deus ar meziant neuze. Ma'z oc'h intereset, kasit ur postel din !
E peder yezh e c'hall an etrefas bezañ laket evit bremañ : brezhoneg, galleg, saozneg, spagnoleg.
R.